Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/252

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 251 —


— Montbourcher, eme an dug, ni gavo atao kasteliou ha kerriou ; mar deont gant ar Saozon ni ho c’hemero adarre. Mar kollomp an offeren n’omp ket gouest da zic’haoui ar c’holl-ze. » Bemdez e roe he unan boued da bemp paour varnugent hag e vouelc’he dezo ho zreid. Iun a ree diou pe deir gueich ar zizun ; rei a ree kals aluzennou ; atao a zouge eur c’houriz reun. Bemdez e lenne da dud he dy leoriou a zoujans Doue. Neket evintan he unan a ree ar brezel, mæz evit he bried Ianned a Vreiz.

Pa oa maro Iann Monfort ha pa oa Charlez er prizoun, ho friejou Ianned, intanvez Monfort, ha Ianned, greg Bleiz, a guntinuaz ar brezel evel kent. Ar Saozon a ree kement a zrouk er vro ma oant galvet ar Saozon gouez. Kemer a reent an dud divar ar meaz evit mevelien ; troc’hi a reent an id araok na oa ao evit rei d’ho c’hezek ; lakaat a reent an tan en ho zyez, ha laza a reent al loenet. Beaumaner, denchentil a Vreiz a du gant Charlez, a ieaz da gavout Bembro, Saoz, a du gant Monfort. « Penaoz, marc’hek saoz, eme-he, ha n’ho peuz ket a vez da ober brezel d’an dud divar ar meaz ? — Neuz pobl ebet trec’h