Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/248

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 247 —

eur viz dirag ar park en unan euz an doriou, ha tenna var diskouarn al loen-ze. Ar moc’h all, o klevout karmou ar viz, a redaz ebars e ker. Pa velaz ar Saozon ar pez a zigoueze, e klaskjont derc’hel al loenet er prat ; mæz na oant ket gouest d’he ober. Ar moc’h a zeuaz oll e ker, hag ar Vretoned a c’hoarze a galoun vad. 1357.



PEVARZEGVET NOSVEZ
————

Pembroc’h a lavare neuze
Da Dinteniak pa dostaë :
Dal tol ma goaf mad, Tinteniac,
Daoust hag eo hen eur gorsen goak ?


Monfort oa maro daou vloaz goude ar pen kenta euz ar brezel, 1343. Sebeliet oe en iliz ar Groaz-Santel e Kemperle. Bleiz oa deuet enep ar Saozon el lec’h hanvet Karrek-Derrien, pe e gallek La Roche-Derrien. Deuet oa an noz : ar Saozon hag ar Vretoned oa kousket pa zeuaz varnezo eun arme all a Zaozon da gombati ar Vretonet. Charlez a zihunaz ar reman, ha gouniz a ree var ar Zaozon, pa zeuaz sikour dezo digant ar re a oa e ker. Neuze oa