Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/244

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 243 —

dy dre ar Parkosty, en tu ma teue ar mor varlae ar steir, hag a c’hlebie beteg mogeriou ker. En devez-ze an dour a choumaz pell euz ar mogeriou, dre eur mirakl dleet, a levereur, da zantelez an dug Charlez. Siouaz, soudardet Charlez oa pell da veza santel eveltan. Mont a reent da gement hini a gavent hag ho laze en despet d’ho c’hlemou ha d’ho daelou. Charlez en doa da genta lakeet evez evit na vije ket distrujet an ilizou, na gret drouk d’ar veleyen, hen oe spountet o velout ar goad o redek beteg ar steir, hag ar c’horfou maro astennet var an douar. Guelout a reaz eur bugel o klask denna he vam maro, leun a vouillen hag a voad. Leun a horrol hag a geuz, e chourchemenaz aichui al lazerez. Dived e oa : mil pevar c’hant den oa bet lazet en devez-ze e Kemper. Heuliet m’euz, pa oan bugel, ar brocession vije gret pep bloaz e Kemper, guechall, en dro d’ar vered, evit an dud lazet en deiz-ze.

Epad ar brezeliou-man, a zeuaz da veza brudet dre he galoun vraz, he speret lem hag he vadelez evit an dud divar ar meaz, eun den iaouank hanvet Bertrand Guesclin. En he vugaleach oa