lodet o lavaret : « Den na dremen ar Raz n’en de aoun pe glaz. » Eno oa ar merc’het kriz-ze, hanvet guerc’hezet Sizun. Aliez en em golle listri var ar c’herreg zo en dro d’an enez evel treujeunnou-guez euz eur c’hoat diskaret. Ar vartolodet a grede guerc’hezet Sizun a zigasse dezo barrou avel ha goall amzer. — Koulskoude pegen galloudek bennak a brizent anezo, no doe zikour ebed digato evit ten ho bro euz daouarn ar Romaned.
Kement-ze, an Aotrou Doue ne laoskas ket atao ar Vretonet en denvalijen euz ar fals kreden : dont a reaz en ho zouez missionerien kalounek. Ar reman a guitee en noz al lec’hiou e pere o doa tremenet an deiz evit prezek an Aviel ; rak an Druzet na loskent ket anezo da brezek ar guir feiz. Mæz Doue en doa taolet eur zell a druez var hor bro. Setu aman petra a erruaz. Tud euz ar c’hresteiz, hag a lavarer Romaned anezo, a oa deuet e Bro-C’hall (pe ar Franç), gant ho c’habiten Cesar, den a zoare hag a nerz. Kemer a reent ar c’herriou ha divezatoc’h e oa ret ive d’an Druzet en em guzet kerkouls ha beleyen Jesus-Christ. Meur a veich en em gavent ku-