Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 237 —

goumbate etrezo ; hag er memez ty a n’em gave a veichou breudeur euz eun tu, ha breudeur euz eun tu all.

Charlez, pried Ianned an dugez a Vreiz, en dije bet an oll vro evintan ma n’en dije Iann a Vonfort kemeret an tenzor, hag gant an arc’hant-ze a beaz sourdardet, hag a gemeraz Brest, Roazon, Henbont, Guenet, Alre, Keraez, ha kerriou all c’hoaz. Iannet, pried Charlez Bleiz, a oa ar guir dugez ; ar brezel a reaz dezi he yountr Yann Monfort oa heb guir ebet. Neket heman an diveza guech m’an deuz eur yountr laeret eur gurunen divar goust he niz pe he nizez. O veza klevet en doa Charlez Bleiz, pe Charles de Blois, goulennet sikour ar Francisien, mont a reaz Iann da Vro-Saoz evit goull sikour ar Saozon. Evel-se en em strinkas, evel brini, var ar Vreiz, Francisien, Saozon ha Spagnolet. Profit vije bet n’ho dije morse na Charlez, na Iann, galvet er vro na Saozon, na Francisien.

Charlez, o veza kemeret ar ger a Naonet, a reaz he adversour prizounier hag er c’hassaz da Bariz d’ar roue a Frans. Pa glevaz Ianned, pried Iann, e oe prizouniet he fried, pignat a reaz var varc’h, hag o kemerout he mab bihan etre he