Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/232

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 231 —

he gorf. Mervel a reaz pevar devez goude. Ar roue a Frans oe skoet e tu ar pen, hag eur mean a vlonsaz gar hon Tad Santel ar Pab.

En amzer an dug Iann-ar-Rouz, e oe ganet e maner Kervarzin, e bro Landreger, eur bugel, bet eur sant braz, sant Youen eo, patron an advocadet. He dad oa Helouri Kervarzin, hag he vam a oa Kenkiz. Hi a lavaro aliez d’he mab : Ret e did beza sant ; hag hen a lavare dezi : Sant a glaskan beza. Hag, evit guir, bugel evel ma oa, ober a ree peb tra evit gloar Doue. Pa zeuaz en oad en em rentaz bælek ; ha neuz bet den mignon d’ar beorien evel sant Youen. Ho divoal a ree enep ar re disleal ; evel-ze oe hanvet Advokat an dud paour. Eun devez ma en doa roet d’ar beorien an oll draou en doa, a zeuaz eur paourkez da c’houll digantan an aluzen ; sant Youen a dennaz he gapot divar he ben hag hen roaz dezan.

Deoc’h-tu pa vije gret an eost, guerza a ree he id, hag ober a ree an arc’hant d’an dud paour. Unan euz he barossia-