Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/230

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 229 —

larat an douar, ha peb hini a c’houneze ez avoalc’h he vara. Pa oe brezel er vro ar parkeier oa dilezet, an eost goastet, ha goude-ze dont a ree eur gernez bennag er vro.

Tri euz an duget a Vreiz, Per, Iann I, hag he vab Iann II, a ieaz d’an Douar-Santel e pelec’h sant Louis, roue a Frans, hag eun neubeut mad a duchentil breton, a gombate enep an Turket. Daoust d’ar peoc’h oa etre rouanteleziou an Europa, epad ma oa ar rouaned en Douar-Santel, martolodet gallek a zeuaz da lakaat an tan e Leon, e kichen Brest, ha goude ar re-ze, martolodet Saozon a zeuaz da voasta Lou-Maze. 1289.

Iann-an-Daou, dug a Vreiz, oa eet d’ar ger a Lyon, e Frans, evit guelout hon Tad Santel ar Pab, en em gave neuze er ger-ze. Digouez a reaz en amzer ma oa hanvet eur Pab nevez varlec’h an hini maro diveza. Ar Pab, o tont e meaz euz an iliz-veur, a bignaz var eur marc’h hag ar roue a Frans hag an dug a Vreiz a gemere he vrid an eil goude egile, evit ober enor d’ar Pab. Pa oant deuet e kichen eur c’hoz voger karget a dud o sellet, ar voger a zifreuzaz, hag o koueza var an dug a Vreiz a zraillaz