Eur iouaden a venjans a n’em skignaz en oll vro. Na choumaz gant ar muntrer nemet rouantelez Bro-Saoz ; ar Vreiz oe miret outan. Alix, c’hoar Arzur, a oe dugez a Vreiz. Ar Vretonet o doa c’hoant e zimejfe da Herri Penthievr, euz voen Gurvand, eun den euz ar vro. Siouaz, Alix, o timizi gant Per a Dreux, a veskaz ar goad breton gant ar goad gallek. Ar Gall-ze en doa neubeut a zoujans evit an eskibien hag ar veleyen, ha ken divouiziek a oa euz lezennou ha giziou ar vro, ma zeuaz kals a Vretoned d’ober ar brezel dezan, evel Rohan hag he vreudeur Herve, Konan, ha Soliman Leon, Soudan ar Faou hag Herve ar Pont.
Konan Leon, a leverer, oa eun den ker kre ma torre pen eun den gant he zorn serret hag a laze eur marc’h en or skei var he ben.
Goude kement a valheuriou, oa poent kaout bloaveziou a beoc’h. Epad hanter kant vloaz, ma vevaz an dug Iann-ar-Rouz, na oe trouz ebet e Breiz. Ar peoc’h-ze a badaz pevar bloaz hag hanter kant goude he varo. En amzer an dug Iann-an-Daou, Arzur ha Jann-ar-Mad, an dudchentilet hebken a ie d’ar brezel ; an dud divar ar meaz a joume da arat ha da ba-