an tu da gaout en dro mam an dug bihan. Anna a Vitre, merc’h unan euz ar re genta, en em ginnigaz evit choum er prizoun e lec’h an dugez, houman a hellaz neuze dont en dro d’he mab. Enor d’ar plac’h iaouank-ze !
Ar Saozon na oant ket atao ar re grea, en despet d’an drouk a reent neuze e Breiz ; arabat kridi kement-ze. Eun devez Richard Kaloun-Leon, ar muia brudet euz he amzer er brezel, oe pilet divar he varc’h gant Alan Dinan, Breton kalounek, a henche ar Vretonet mad, en eun amzer ken trist, rag kreoc’h a oant eget ho malheur.
Richard na oa ket eun den fall, eur galoun vad en doa. Guelout a reaz he niz Arzur, hag oc’h he gaout eur paotr ker chentil, e teuaz d’he garout. Evel-ze pa varvaz, na vankaz ket da lakaat dre skrid e oa rouantelez Bro-Saoz d’an dug Arzur, raz heman oa mab d’he vreur. An hini falla euz ar voen-ze oa Iann, breur iaouanka Richard, lezhanvet Ian-heb-Madou, abalamour n’en doa rouantelez ebet da gaout. Na c’houlennaz ket kaout an hano-ze. Ne vo ket diez, emezan, mirout ar rouantelez enep eur bugel. Heman ne vo ket guelloc’h louarn evi-