Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/220

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 219 —

gont a viz ebreul 1187, ganet oe eur mabik e Breiz, ha galvet oe Arzur. Nag a laouenedigez ne oe ket neuze beteg en diveza kerriou euz ar Vreiz pa zone ar c’hleier e peb iliz ! Kaer e peffe, eme an dud divar ar meaz, hon paotr-ni a zeuio a ben euz ar Saozon. Ne hellaz, siouaz ! beza koz avoalc’h evit hen ober. Koulskoude euz ar pez a reaz en he oad tener, a heller lavarout ne oa ket en em dromplet ar Vretonet pa hedent traou kaer euz ho dug Arzur.

Ar roue milliget Bro-Saoz a varvaz, hag he vab Richard Kaloun-Leon a lezaz Breiz e peoc’h, epad ma oa oc’h ober brezel en Douar-Santel. Konstansa, mam Arzur, a reaz kelen he mab gant Guehenok, eskop Guenet. Richard, deuet en dro en he rouantelez, a zeuaz evel he dad d’ober brezel d’ar Vretonet, ha da lemel he vam digant an dug bihan. « Na gemerit ket sourci ac’hanoun-me, a skrive hi d’ar Vretonet, mæz mirit mad an dug ; outan e ma ar muia kassoni. Rag ar roue Bro-Saoz a lavar a vo he unan dug a Vreiz. » Arthur oe neuze kasset gant ar Vretoned da gastel Brest, evit he zivoal a enep he yountr, e 1197.

An duchentilet euz ar Vreiz a glaske