Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 217 —


DOUZEGVED NOSVEZ
————


Ne deuz ket e Breiz. ne deuz ket eunan,
Ne deuz ket eur sant evel sant Ervoan !


Cetu e m’oun o vont da lavarout deoc’h c’hoaz istor eur minor maleürus karet dreist oll e Breiz. Maro oa he dad araok na oa ganet. Ar roue Bro-Saoz oa leun a gassoni evit he vab bihan araok zoken ma oa deuet er bed. Petra raio ar paour-kez mam evit dioual he bugel ? Ar Vreiz a blege dirag ar Saozon. An Aotrou Doue na zilezaz nag ar vro nag ar minor. Pegement a bedennou ne oa ket gret e peb iliz dirag peb aoter, nag a c’houlou koar allumet evintan dirag an oll zent euz ar baradoz ! Ar Vretoned a lavare : Mar ro Doue deomp eur paotr, hanvet a vezo Arzur, evel ar roue braz ; ha dont a raio marteze evel-t-han da drec’hi ar Saozon ! Ar roue a Vro-Saoz a felle dezan e vije roet d’an dug bihan he hano, ma vije galvet Herri. En despet d’he oll c’hallout, na hellaz ket gounit an dra-ze ; rak d’ar zul Fask vintin, an tre-

13