da dreit Robert, Evrault oa an hini en doa henchet an den santel, hag en em daolaz he unan d’he dreid evit goulen he venediktion hag hini Doue. Ar c’huec’h laer-man, o veza gret eur binijen rust, en em rentaz menec’h, ha sevel a rejont, gant tri mil den euz a bep oad hag euz a bep kondition, goazet ha merc’het, oc’h heul Robert, ar gouent hanvet Feunteun-Evrault.
En amzer-ze e tigouezaz e Breiz eur c’hren-douar. An douar a grenaz evel ma vije o vont da zigeri ha da lonka ar c’herriou hag an dud. Goude a zeuaz eur gernez hag eur goan ker kriz ma oe skornet ar mor beteg an hanter euz he ledander. Eur gurun spountuz oe klevet en ee, hag ar vocen a zeuaz var-lerc’h oll. Dorn an Aotrou Doue n’em astenne var ar Vreiz hag a boeze kals varnezi. Alan hag he bried, en ho c’houenchou, a zave deiz ha noz ho daouarn etrezek an ee evit distrei divar ar bobl malloz eun Doue venjuz.
An eskibien a zeuas assamblez da lakaat urz e peb lec’h, ha da viret oc’h an dud d’en em rei d’an dizurchou o doa tennet var ar vro malheuriou ker braz.
An dug Konan-an-Teo a lakaaz er pri-