da lemel digant an Turket bez sakr hor Salver Jesus-Krist. An dug Alan, dug goude he dad Hoel V, e 1084, hag he vab, gant kals a duchentilet, ha memez tud divar ar meaz, a ieaz d’ar brezel gaer-ze, e 1096. Ar c’herriou, ar vourgadennou a ree arc’hant evit eur veaich ken hir ; ha parrez Kraon, pe Krozon, en eskopti Kerne, a roaz he unan kement a arc’hant evit ar brezel-ze ma skrivaz hon Tad Santel ar Pab eul lizer da dud Krozon evit ho zrugarekaat ; hag abalamour da-ze ho deok, neuze ar funcher, oa bihaneet dezo. Er barrez Krozon, abaoue al lizer-ze, ar person n’en doe mui nemet an daouzegvet euz a bep tra e mare an eost. An dud a ie d’ar brezel, a zouge var ho skoaz eur groaz ; evel-ze oant galvet Kroazourien. Hag evel a lavar guerz an aotrou Goulen, eet ive d’ar brezel-ze : « Kaer oa guelet porz-maner ar Faouet, leun a dudchentil, peb a groaz ru var ho skoaz, peb a varc’h braz, peb a vaniel, evit klask an aotrou da vont d’ar brezel. »
D’ar guener, pemzek a viz gouere, er bloaz 1099, ar gristenien a erruaz er ger a Jerusalem, goude beza trec’het