Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/204

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 203 —

Koueza a reaz maro, skoet gant an ampoeson oa lakeet var brid he varc’h, var he gorn-bout hag he vanegou. Peb hini a velaz eno dorn venjuz an dug a Normandi. 1066.

Mab Alan Kerne, duk goude Konan, na laoskaz ket a vugale var he leac’h : Hoel, mab Alan Kerne, oa pried c’hoar Konan, kondt a Gerne dre he dad, ha kondt a Naonet dre he vam Judith. An duchentil breton a gave diœz kaout evit dug ar c’hondt a Gerne ; prisoniet oe gant Eudon, kondt a Borhoet, ha Raoul a Gael ; he vab he zilivraz. Alan-ar-Roux, mab Eudon, a dreuzaz ar mor gant Guillou-an-Normand, deuet roue e Bro-Saoz, ne glaske mui lammout ar Vreiz dizant he guir perc’hen ; ober a reaz e presant, da Alan, an douar hanvet Richmont, e Bro-Saoz.

C’hui vel, tud pere va zelaou, en amzer-ze an dud na garent ket kement ar peoc’h evel breman. Adalek an den divar ar meaz beteg ar brinset, an oll n’o doa plijadur nemet er brezel. Dont a reaz dezo eun abek kaer evit eur brezel a helle ober dezo kals a enor.

An oll gristenien oa n’em savet en amzer-ze evit mont d’an Douar-Nantel,