Gouniz a reaz ar viktor, hag evit trugarekaat Doue euz a gement-ze, sevel a reaz ilis ar Groaz-Santel, e Kemperle, hag en he c’hichen eur gouent. Ouspen, sevel a reaz aoter ar viktor en ilis-veur Sant-Kaorintin, e Kemper. An dug a Vreiz a reaz ive sevel eul leandi, e Roazon, hanvet kouent Sant-Jorc’h. Adela, c’hoar an dug, en em rentaz leanez eno. El lec’h ma oa guechall ar merc’het kenta euz ar Vreiz, o kana meuleudiou d’an Aotrou Doue, na glever mui nemet sakreou ha preposiou louz ar soudardet, lakeet eno abaoue ar Revolution vraz.
Konan, mab Alan, oa iaouank flamm dug a Vreiz, e 1040. Eudon, he ountr, kondt Penthievr, oe he voard, hag en dalc’he evel prisonier. An noblans a zilivraz an dug iaouank. Guillou, dug an Normandet, a glaskaz he spounta evit ma zeuje da zenti outan. « E klask va lod e mout, eme Konan dezan ; me a renk kaout an Normandi, rag, me zo penher, ha te zo bastard. » Guillou ne lavaraz ger ; na reaz ket neubeutoc’h evit-ze. Rag eun neubeut goude-ze, Konan a varvaz o soun gant e gorn-bout da c’hervel he zoudardet,