Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/198

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 197 —

baeaz he vidisin evit he voada gant eur benvek ampoesonet. Hamon-ar-Bastard oe lazet evel he vreur ha na joumaz euz ar voen Alan-ar-Braz nemet eur mab hanvet Jezekel, anezan e teu ar famill de Bastard e Paris, e Breiz hag e Bro-Saoz.

Jaffrez, mab Konan, oe roue a Vreiz goude he dad. Ne oa ket karet gant ar bobl abalamour en doa kemeret evit pried eun Normandez. Koulskoude, douget oa d’ar relijion ha lakaat a reaz sevel en dro an ilizou hag ar c’houenchou diskaret gant an Normandet. Epad eur veaich a ree e Rom evit mont da bedi var beziou an ebestel sant Per ha sant Paol, lezet en doa Havoaz, he bried, da c’hourc’hemen e Breiz. Deuet oa ganti kenvroidi a c’hoantee kaout ar guella maneriou, ar guella douar, hag a oa kriz evit an dud divar ar meaz. Ar re-man, boazet da gaout tudchentil vad, a n’em zavaz oll enep an dud estren, hag ar rouanez a c’halvaz d’he difen ar re genta euz ar Vretonet. Eur brezel spountuz a badaz er vro epad pemzek vloaz, hag a leverer oe lazet Jaffrez er c’henta amzer euz ar brezel-ze.