cetu n’ho deuz ket ar memez mod da gompren an traou ; unan euz ar priejou a gav mad ar pez a gav fall egile. Na garer ket ar memez parlant, ar memez doare da veva, ar memez giziou.
E leac’hiou-all euz a Vreiz, ar mab iaouanka a gemer an danvez, hag a ra ho lod en arc’hant d’ar re all.
Konan-an-Tort, mab bihan Salaün, evit dont roue a Vreiz, a reaz laza Hoel-ar-Bastard. Eun devez d’abardaez ma oa ar c’hondt Naonet o chasseal, en eur c’hoat e kichen ker, e choumaz eun neubeut varlerc’h ar re all evit len ar gousperou gant eur bælek euz he dy. Na gemeraz ket evez a oa heuliet gant eun den, heman o velout ar re all pell avoalc’h evit na vije ket klevet klemmou ar prins, a lammaz var Hoel hag he lazaz. Neuze ar muntrer en em guzaz er c’hoat. Ar bælec, leun a spount hag a c’hlac’har, a gassaz ar c’helou-ze da dud ar Bastard. Guerec’h he vreur, eskop a Naonet, a reaz ar brezel d’ar muntrer. An emgann oe e kichen Konkereux ; Konan-an-Tort a c’hounezaz var Guerec’h, ha lavaret e bet abaoue : « Evel e Konkereux ; an tort a c’houniz var an eon. » Guerec’h na choumaz ket pell beo, rag Konan a