an doriou. Ret oa ive ober kement-ze araok dont ebarz an iliz-veur. An tyez oa dismantret, distrujet oll. Ne oa choumet er ger baour-ze kristen ebet. An daelou a zeue e daoulagat ar roue o velout eur malheur ker braz. Lakaat a reaz sevel tyez el lec’h ar re goz ; rei a reaz d’ar ger-ze eun eskop nevez, hag e reaz euz he c’hallout evit renta he bobl eüruz. Mervel a reaz e 932, pa n’en doa he vab Drogon nemet eur bloaz. Drogon, fiet e daouarn ar Francisien, a varvaz, mouget, a leverer, en dour bero.
Bugale Alan a dlie beza maleürus, rag pa oa lazet Drogon, an Naonediz a gemeraz evit ho c’hondt Hoel, leshanvet ar Bastard, mæz guir vab koulskoude d’ar roue Alan-ar-Braz. Lavaret a reer dimizi an dorn kleiz euz an dimizi etre eur prins hag eur vaouez a renk izeloc’h. Er mare-ze ne oa ket lezet eun den nobl da vont gant unan ha na vije ket euz ar memez renk. An duget a Vreiz a zifennaz ar seurt dimiziou-ze hanvet goal dimiziou ; karget, eme Dom Moris manac’h, karget dre ho stad euz interest ar vro, an duget