Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/186

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 185 —

gant an amezeien, he vugale a hell bale araok oll dud ker ; rag guelloc’h int, gouestoc’h, gouiekoc’h evit ar re all ; ha neket ar re-man noblans ar ger ?

— Kavet ganeoc’h va mab, eme Iann an dall, hag eüruz ar ger elec’h en em gav an tyad tud enoret evel-ze, hag a ra skuer vad d’an dud all.

— Mad vije kement-se, eme ar Potr scol, c’hoant gantan diskuez e oa eun den euz an amzer-man, mæz ma teu an noblans euz an tad d’ar mab, a veichou e teu ar mab sod varlerc’h an tad gouiek ; ar mab fall varlerc’h eun tad mad. — An dra-ze a c’hoarvez abaoue ma oe krouet Adam ; stag eo ar goaleur-ze euz stad an den pec’her. Petra c’hoarvez en amzer zo a ren breman, ar mab sod zo goapeet abalamour d’he sotoni, hag an den nobl ne ve enoret nemet ma zeo e guirionez den chentil. An noblans a zo eur gasti evit an hini en deuz eur gundu fall pe leun a leziregez ; rag rebeichet e ve dezan he renk huel. En amzer goz an dud-chentil oa difenourien ar vro. Atao e pen ar brezel hag a skuillent ho goad evit mad ho c’henvroïz.