Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/18

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


ISTOR


AR VREIZ


————


NOSVEZ KENTA


Gueich all pell euz sclerijen, pell euz lezen Doue
Er memez tevalijen, ho pro a oa ive,
Mil bennoz d’ann Ebestel, ho deuz ho kelennet…

Eun nosvez e Ker-Anna, var lez ar mor, oa en em zastumet ann oll dud euz ar ger. Ar merc’het oa o neza, hag ar baotret iaouank euz an ty o tressa an traou dismantret gant labour an deiz. — Amzer griz a ra hirio, a lavaraz eur c’hreg koz o tostaat euz an tan, — Dienez o devezo ar beorien er bloaz-man, eme eur paourkez dall azezet e