Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 171 —

eüruz da ziskuez dre ar maro-ze peger guir oa ar c’heuz euz he voal ober. 874.

Goulennomp digant Doue ar c’hras da ober pinijen evit hor pec’hejou.

En amzer ar roue Salaün, ar c’hondt Kerne Grallon Ploneor en em dennaz euz ar bed hag en em rentaz manac’h. Tri kondt Kerne zo bet hanvet Grallon : ar roue Grallon-Meur, Grallon Flam, a veve e 814, hag heman, en em c’hret relijiuz.


DEGVET NOSVEZ
————

Beet meulet al louarn a amzer da amzer !
Beet koun euz ar ganaouen, beet klem ouz ar c’haner !

An dud difeiz na hellont ket choum pell unanet. Paskiten, kondt a Leon, a reaz-ta brezel da Vurvand, kondt Goelo ha Landreger, evit kaout ar rouantelez en he fez. Nikun anezo ne oa roue ; Gurvand a gemeraz an hano a gondt Guenet, ha Paskiten hano a gondt Roazon, ankounec’heet en doa euz piou a glaske trouz ; rag en amzer ma oa c′hoaz Salaün roue a Vreiz, er mare