Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 165 —

glaskent nemet laeronci ha lazeres. Eun devez-ta, pa oa pardon Naonet, ha pa oa tud ker en iliz en offeren, an Normandet a zouarjaz e ker, hag o tont en iliz pa lavare an eskop ar c’homzou latin : Sursum corda ! e lazont eno an oll gristenien, ar veleien hag an eskop sant Gohar. Ar ger a choumaz dilezet ker pell ma greskaz ar geot en iliz goastet hag er marc’had da falc’hat. 855.

An Normandet-ze a oa goassa enebourien ar bobliou christen. Ar parreziou tost d’ar mor a oa ar c’henta goastet ganto. Pa vije guelet euz a bell lien ho listri, ken niveruz evel diouaskel ar guelini, laosket a vije eur iouaden a spount var lez ar moriou. An dud paour, ar re benvidik a dec’he dirazo. Lod a gasse ho loenet hag ho ed e toullou doun er c’herreg evit ho c’huza ; ar re all a guze ho arc’hant hag ho aour, rag na choument ket da c’hortoz an enemiet na da glask ar gombat ; nemet e teufe ar roue a Vreiz he unan, ar c’hondt a Leon pe hini Kerne, d’ho sikour. Neuze peurliessa ar Vretonet a c’houneze.