Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/16

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— XV —

noblans, da lavaret eo ar re zo bet ar guella er brezel, ar guella a speret hag a vouiezegez, ar re vella evit kemer interest ar vro.

Bez euz bet ive micherourien breton brudet : evel Mikel Koulm, pe Kolomb, euz a Leon, en deuz gret bez kaer an duk Fanch II ; hag Alan ar C’hap, euz a Lesneven, en deuz labouret ker kaer prenestou an ilizou ar Folgoet, Kemper, Kastel-Paol, Kuburien ha Rumengol. Bevet en deuz er seitegved kanved. En hon amzer-ni, Hernot a labour ar men evel Mikel, ha Pondaven a gizel ar c’hoat ive en eun doare kaer meurbet.

Ar Vretonet ho deuz gounezet kalz gloar abaoue m’o deuz kasset zouavet da zifen hon Tad santel ar Pab ; darn anezo zo bet lazet e Kastelfidardo hag e Mentana ; evel-ze an aotrounet Parcevaux, Chaluz, Lanascol, Dubeaudiez, Urban Kelen ha Rialan, ha mab ar micherour euz a Naonet, Joseph Guerin, ha kalz a re all a vev c’hoaz, hag en ho zouez paysantet ; ra iei an niver anezo var gresk.

Cetu aze eur gerik evit ober deoc’h da gompren ar pez a lennoc’h en nozvechou varlerc’h. Guelet a rit a dlee ar Vretonet karout dreist oll ar relijion katolik, apostolik ha romen, en deuz saveteet anezo evel ma velit.


————