Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/144

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 143 —

Ar vrud euz an torfet-ze a reaz d’an oll Vretonet n’em sevel en eun taol a enep Rivod. Heman, gant he spered louarn, a gavaz an tu da lakaat kridi n’en doa ket bet memez anaoudegez euz an dra-ze, ha be hen doa an hardizegez da c’houlen adarre beza goard evit he nis. Guelloc’h vo divoallet gan-in, eme-he, eget na vo gant eur c’hreg. Koulskoude guelloc’h oe c’hoaz d’ar Vretoned ober evit goard da Velar an eskop a Gemper hag eun aotrou hanvet Kyoltan. Heman oa breur da Budik-Mur, kondt a Gerne, tad Miliau, hag evel-ze Kyollan, pe Konstantin, oa yountr da dad Melar. Ne oa ket dign euz eur garg evellen, rag roet en doa he c’her da Rivod na joumje ket pell beo ar prins Melar etre he zaouarn. Lavaret a reaz an dra-ze d’he c’hreg Raziria. Houman, guelloc’h evit he goaz, o kaout truez euz ar prins iaouank, hen aliaz da dec’hout kuit. 792.

Divead oa pa guitaaz Melar ar ger a Gemper, hag an noz oa digoezet pa skoaz var dor leandi Landevennek. Ar