dud a ilis, an duchentilet, ar vourc’hisien hag an dud divar ar meaz e velaz e vije dinac’het dezan ar pez a c’hoantee, hag evit guir d’he c’henta prepos, Haurilla oa lakeet goard evit he mab Melar.
Siouaz ! petra hell ober eur vaouez a enep an hini en deuz ar gallout. Rivod a ginnigaz aour ha pinvidigez da dud ty Melar evil ma lakefent he nis d’ar maro. Ampoesonet oe he vouet dezan. Pa reaz ar bugel sin ar groaz var he vouet, an ampoeson lakeet ebars oa guelet gant ann oll. Ar pez a reaz kement a spount d’an dud o doa klasket e laza, m’a n’em daoljont d’an daoulin da c’houlen he drugarez. Rivod, o veza klevet an dra-man, a gassaz soudardet d’he laza. Ar re-man, oc’h anaout var bisaich ar bugel an heveledigez euz he dad, bet ho mestr mad, ha tenereet eun neubeut ho c’halonou gant daelou ar vam hag oad tener ar mab, a droc’hzont dezan eun dorn hag eun troad. O truez kriz an hini a reaz dezo troc’hi lod euz he izili elec’h e laza deoc’htu !