ket spountik eur c’hristen mad, atao oa ar c’henta dindan an taoliou. Evel-ze e c’hounezaz var ar Francisien, pe Gallaouet. Ar roue a Frans pe Bro-C’hall, a gassaz d’he gaout sant Alar da c’houlen ar peoc’h etre ar Frans hag ar Vreiz. Sant Alar a blijaz kement da sant Jikel, ma garent dreist-oll beza an eil gant egile, ha ma reaz sant Alar da sant Jikel mont gantan da Bariz, evit en em unani gant ar roue a Frans. Eno e kavaz ive sant Dudon, hag a reaz anaoudegez gantan dre voyen sant Alar. Komzou an dud santel-man hag he c’hoant he unan, a reaz da Judikael sonjal n’em renta adarre en he c’houent. Evit an dra-ze, e kinnigaz d’he vreur, sant Jos, ar rouantelez, evel goard d’he vab Alan. Sant Jos ne gare ket guelloc’h ar bed eget na ree he vreur sant Jikel. Spountet dre eur garg ken huel, goulen a reaz digant he vreur eiz-te araok lavarout he c’her diveza ; hag en deiz-ze memez, e kuitaaz ar palez evit mont er broiou pell d’en em renta manac’h. Sant Jikel a ginnigaz ar memez karg da sant Vinnok, he vreur. Heman a reaz evel sant Jos, kuitaat he vro evit en em renta manac’h. Sant Jikel o kaout skuer kaer
8