Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 127 —

etre Komor hag he vreudeur. Digemer e reaz an daou diveza euz ar rouaned breton euz an enez a Vreiz, kasset kuit euz ho rouantelez gant ar Saozon. Eduin ha Kadvalon a oa ho hano. Iaouank flam a oant pa zeuzont en Armorik, ha Juthael a reaz ho diski gant he vugale e unan. Pa oant deuet en oad, ar roue a Vreiz a roaz dezo soudardet gant pere a c’hounezont var ar Saozon. Peb hini euz an daou roue iaouank-ze a gemeraz neuze he rouantelez, mæs Eduin, elec’h choum mignoun gant ha gonsort, a reaz ar brezel da Kadvalon hag he gassaz kuit euz he rouantelez. Kadvalon a zeuaz en dro er vro-man, ar Vreiz-Armorik, el lec’h en doa tremenet ar c’henta amzer euz he iaouankiz, ha leun a estlam evit ar vertuziou a bratikee neuze ar brinset breton, na gemeraz mui sourci nemet euz traou an ee. Mont a reaz da Rom, e pelec’h a varvaz evel eur zant.

Unan euz ar brinset, koulskoude, a brije muioc’h madou an douar eget ar baradoz. Rak pa varvaz Juthael, er bloaz 612, Salaün, unan euz ar iaouanka euz he vugale, a lammaz ar rouantelez digant he vreur Jikel. Heman, kentoc’h