lou en he daoulagat, a teuaz eur sklerijen gaer en dro dezi, hag a velas eun æl hag a zeuaz bemdez da gass dezi peadra da zibri. Hi oa bet pemzek miz evel-ze o treuzi ar mor eb gouzout pelec’h a oa. Pidi a ree an Aotrou Doue euz a greiz he c’haloun ne vije ket laosket heb badiziant ar bugel e doa laket var an douar en amzer-ze ; er fin, ar variken en em arretaz en Abervrac’h, en enez Irland, e kichen Bro-Saoz. Eun den divar ar meaz, en doa he dy var an aod, a gredaz a oa eur variken vin, taolet eno gant ar goal-amzer ; hag o veza eet d’he cherc’hat a oe souezet braz o kaout ebarz, elec’h ar guin a glaske, eur c’hreg iaouank gant eur bugel nevez ganet. Ar vrud euz an dra mirakuluz-ze, o veza deuet beteg abbat Abervrac’h, an abbat santel-man a zigemeraz, gant kalz a garantez, ar vam hag ar bugel, heman oe hanvet Beuzek. Pa zeuaz ar bugel braz, ar manac’h a zeskaz dezan ar skianchou.
Epad ma zigueze an dra-man, Judual a zeue da anavezout ar gaou en doa gret