drouk em euz guelet deuet dre an avi.
Judual a reaz lakaat Azenor en eun tour euz he gastel, a zelle var ar stang euz a Gastel-Audren.
Neuze Azenor a zizkuezaz pegement a vertuz e devoa : na gollaz ket kaloun, na zigoraz ket he ginou evit en em glem, ha kinig a reaz he oll foaniou da Zoue. Pidi a ree euz a greiz he c’haloun ar Verc’hez Vari ha santez Brijitta. Pa zeuaz an devez ma tlee beza barnet, e oa lakeet da azea var eur skabellik e kreiz ar sall, ha neuze oe lennet an traou fall tamallet dezi. Hi a oa ker souezet oc’h o c’hlevout, ma na ellaz da genta lavarout ger ebet ; ha pa fellaz dezi lavarout ar virionez, he daelou hag he hirvoudi na laoskent dezi nerz nemet da lavarout oant oll mistri d’he barn, daoust ma oa divlam, mæs ne oant ket gouest da lemel diganti he enor nag ar garantez e doa bet evit he fried, hag e dije bet evitan beteg ar maro. Kasset oa adarre en he frizoun hag ac’hane da Vrest evit beza barnet. Eno oa lakeet en eun tour euz kastel Brest, kichenik ar mor, galvet c’hoaz tour Azenor. Hi oe barnet da veza devet e beo hag he ludu taolet er mor. Pa glevaz ar brinses ar