Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/110

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —

renket mad, hag evelse a hellont c’hoaz ranna gant ar paour.




C’HUEC’HVED NOSVEZ
————


Petra war vor oc’h euz guelet merdead ? Eur vag heb roenv na gwel ebed.
Ha var an araog da sturier, eun eal he eskell digor-kaer.
(Barzaz-Breiz).

Ar c’hondt a Leon en doa eur verc’h, hanvet Azenor, a blijaz kement d’ar roue Judual, ma c’hoanteaz he c’havout evit pried. Azenor, kaer evel eur verelaouen, braz ha soun evel eur balmezen e doa c’hoaz muioc’h a vertuziou eget a c’hened. Judual eta a gassaz daou varon da Even, a joume neuze e Brest, evit goull Azenor da zimizi. Pa glevaz hi ar goulen-ze, e lavaraz d’he zad ne doa ken c’hoant nemet da joum guerc’hez ha pried da J.-C. Even a gare kalz he verc’h, hag a lavaraz da gannadou Judual ne raje morse d’he verc’h ober ar pez na blijfe ket dezi. Ar reman, o veza digasset d’ho roue komzou ar c’hondt a Leon, Judual oa mantret he galoun ; koulskoude na gollaz ket esperans, neubeut goude e kassaz c’hoaz tud

7