a dud klan o deuz lakeet da vellaat, pe da barea, ha mar dint deut da vervel, o deuz kasset anezo d’ar Baradoz dre eur maro dous ha santel ! Pegement a beorien o deuz maget ! Hag ar c’haëra euz ho oberou mad : pegement a vugale o deuz desket da gredi ha da heulia ar relijion. Goapeet, disprijet int gant an dud impi, hag an dud sod ; mez gouzout a reomp prepoziou hor Salver Jesus-Christ ; mar ho deuz kaz ouzoc’h, be o deuz bet kaz ouzin da genta : Si mundus vos odit, scitote me priorem vobis odio habuit. Laudetur Jesus-Christus ! Lod a lavar : Pegen pinvidik eo ar c’houenchou ! An dra-ze a helle beza guir gueich all. Neuze ar venec’h a vage ar beorien, a save skoliou, etc. Mæz en amzer-man, ar c’houenchou a zo paour peurvuia hag ar re a zo eno a renk gouniz ho bouet dre ho labour. Mæz ar venec’h na evont ket ha na zizpignont ket ho arc’hant e butun hag e traou ven hag inutil. Al leanezet na zizpignont ket ho arc’hant da brena dillajou kaër ; an dispign a zo bian ha
Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/108
Neuz