— Va mab, a respontas an den koz, n’euz ket re a dud vad er bed ; morse na vo re a dud santel.
— Hag a sonjit n’euz ket a dud santel er bed koulz hag er gouenchou, eme eur plac’h iaouank d’he zro ?
— Va merc’h, a respontas Iann an dall en eur vousc’hoarzin, neubeut a dud santel a zo er bed ; kalz o deuz da stourm e kreiz ar bed evit en em savetei. Æz eo beva santelamant er c’houenchou da nep a heul ar reglen, ken æz eo eno en em savetei evel maz eo diæz en ober e kreiz ar bed. Savet eo ar c’houenchou hag evit silvidigez ar venec’h hag al leanezet, hag evit silvidigez ar re a zo chomet er bed. Al lean hag al leanez, peb hini en he c’houent, a ren eur vuhez glan ha divlam ; ten a reont bennoz Doue var ho zud hag ho c’henvroïz. Ouspen-ze, pedi a reont evit ar bec’herien hag ober a reont pinijennou rust evit ma tistroïnt ouz Doue. Kalz a zo saveteet dre ho fedennou hag aliez soken a brokuront silvidigez ar re ho deuz disprijet ha presekutet anezo. Hi o deuz lakeet da dalvout kalz parkeier dilæzet, goloet a drez hag a spern ! Nag a skridou kaër, a leoriou mad o deuz gret ! Nag