Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/104

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 103 —

a reaz an oll Normandet ne oant ket c’hoaz pignet var ho listri. Even viktorius a zeuaz en dro e Lesneven, gant an dud, al loenet hag an traou a oa bet laeret gant an Normandet. Great oe eur pred braz evit ar re a oa bet er gombat : araok dibri netra, Even a fellaz dezan mont da drugarekaat sant Goulven ; roi a reaz dezan douar evit sevel eur gouent el lec’h Kermaden. Evel-ze e tiskueze neuze ar brinset ho doujans vraz evit Doue.

Bez e oa e Breiz araog ar Revolution pe an dizpac’h braz, daouzek abbaty menec’h evel an aotrou’n eskop dom Anselm Nouvel ; pevarzek abbaty menec’h, bugale sant Bernard ; ha pemp abbaty leanezet euz an hevelep urziou. Kals kouenchou gouarnet gant peb abbat a c’holoe ar vro el lec’h ma reent peb seurt mad hag e pedent Doue noz ha de da skuilla he drugarez var ar Vretonet.

— Nag a c’houenchou aa neuze e Breiz, a lavaraz ar skolaër iaouank da Iann an dall ; ha ne oa ket re anezo ?