Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 99 —

braz d’an dud kristen a zo e karg, ha seulvui int savet huel evit mad ar re all, seulvui Doue a ro dezo sklerijen evit ren ar bobl. Er broiou hag en tyadou en em gav sperejou orgouilluz a gav diez senti ; ha setu ar vammen euz ar brezeliou, an dizurchou, ar revolutionnou pe dispac’h etre an dud euz ar memez bro.

Kramn, mab ar roue a Frans, o veza en em revoltet a enep he dad, a zeuaz da gavout Konober, pe Kanao, kondt Guenet, mab da Erech I, heman hen digemeraz mad hag a reaz gantan brezel d’ar roue a Frans, unanet gant ar roue Judual, pe Alan kenta, a gouezont varnezo. Kramn, trec’het, en em dennaz goude ar gombat en eun ty bihan var ar meaz gant he c’hreg hag he vugale gez. Ar roue a Frans, oc’h hen klevout, a reaz, o krisder ! he staga gant he dud var banken an ty, ha lakaat an tan en ty evit ho devi beo ! Traou evellen zo gouest da lakaat sevel ar bleo var pen ar re ho selaou koulz hag ar re ho lavar d’ar re all. Var dro 579, a veve er Bro-Erech, ar c’hondt Waroch, pe Gueroc’h, pe Erech II, lezhanvet Karadok ar breac’h braz, en deuz roet he hano d’ar Vro-