Mont d’an endalc’had

Pajenn:An Oaled N35.djvu/62

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ





BIBLIOGRAPHIE
par le Directeur
————


BUHEZ HON SALVER JEZUS-KRIST, gant an Aotrou Chaloni Uguen, HA DA HEUL, KENTELIOU, gant an Tad Eujen. — Eur mellad levr kloriet, lien ar golo, warnhi eur poltred livet euz ar Salver ; ennan 766 pajen, war baper lufrus, leun a skeudennou gant ar Breur Diego-Jozef hag all.

Embannet gant « Kenteliou Sant Fransez », 28, Bali ar Marn, an Oriant.

En gwerz er C’hloerdi Braz, 14, Rue Verdelet, Kemper. Priz : 25 lur.

« Buhez hon Salver Jesus-Krist, a skriv an Aotrou ’n Eskop Trehiou en e gent-skrid brezonek, a sikouro mirout e touez ar bobl ar giziou fur hag ar c’hredennou nerzus ; rag eur bobl hep feiz hag hep iez a zo eur vag hep gwern hag hep stur. »

Unanomp hon mouez gant hini an Eskibien a Wened, a Gemper, a Sant-Briek, evit meuli al labour dispar deut è maez a Gouant Kabusined an Oriant. Gwechall, an Abatiou a oa evel ruskennou gwenan, lec’h e vije dastumet mel levriz an Diskadurez ebarz dornskridou prisius. Hirio an deiz, tadou an Oriant a heul skuer ar Venec’h koz, en eur vernia an eost mad a reio bara da eneou Breiziz, klouaret lod anezo ouz ar relijion hag ar brezonek.

Bennoz d’an Tad Eujen, evid ar pez levr brao savet gantan en enor da Jezus-Krist, en eur iez fraez hag aez ! Dezignou d’ar bluen ar Breur Diego-Josef a ro Koantiri d’ar pennadou dreist holl ar re a zo tapet diwar vuhez peurdeziek ar Vretoned evel an oferenn war ar maez : eur vam o lenn d’he bugale ; ar c’hatekiz tal ar punz koz ; ar beden noz ; lid ar vadiziant, etc. Kartennou a zo el levr evid diskleria petra oa ar bed da amzer J.-K. En eur gir, diez a vije ober gwelloc’h.

————

ER BLEU KELTIEK, gant an Demezel de Volz-Kerhoënt (Gwenfrewi). — Eul levr mistr e c’holo glaz, a 130 pajen, kontadennou ha sorc’hennou, gant eul luc’h skeuden ; Priz : 8 lur 10 g. franko, digant an oberourez, Kiberon, Bro-Wened.

————

WAR AN DELEN AN ABARDAEZ, gant Charles Ar Braz (Drouiz Keraez). — Eul levr e c’holo marmor rouz a 160 pajen, ennan mojennou ha rimadellou, brezonek ha gallek kenver-ouz- kenver, gant eul luc’h skeuden.

Priz : 10 lur 10 g. franko, digant an Oberour, Bali ar gar, Keraez, Kerne.