Pajenn:An Oaled N35.djvu/19

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

Memez tra, na skrivimp ket OUS, DIOUS, mez OUZ, DIOUZ, rag pa glaskomp mammen ar giriou, ni a gav en kemraeg WRTH, ODDIWRTH, da lavaret eo eur Z saos.

Mez skriva rimp hep morc’hed AM EUS, ha nann AM EUZ, rag ama n’eus abeg a-bet d’eur Z, penegwir ar c’hemraeg, miret gantan an doareou kosa, a lavar OES, il y a, IM’ OES, il y a â moi, j’ai.

Kant vloaz zo e skriver Braz, Glaz, mez gallout a rer ive skriva Bras, Glas, evel en Kemraeg. Nemet a-vat e fell derc’hel d’ar Z en giriou vel Kaz, Raz, Poaz, Kraz, rag ar Brezoneg Koz-Koz a vije gantan aze eun TH, Cath, Rath, Poeth, Cradd.

E hag HE ; O hag HO. — Daoust ma ouier pe c’hour pe c’hreg a vez eur gir en brezoneg dre gemmadur ar gensonen benn, mad eo digemeret raghanoiou dishenvel evid SON (à lui), E ; SON, SA (à elle), HE ; LEUR (à eux), O ; Leur (à elles), HO.

EA hag AE. — Eur si eo skriva ea elec’h ae. Da skuer, leaz, keaz, freaz, eaz, etc. Skrivet laez, kaez, fraez, aez ; kemraeg Laeth, caeth, ffraeth.

H elec’h C’H. — Gwenediz na reont kemm abet etre H pa zalc’h lec’h eur Z pe TH koz, ha H pa zalc’h lec’h al lizeren C’H korzaillen. Mad eo skriva digoehet (digouezet), d’ehon (d’ezan), bahadeu (bazadou), mez en gaou a skrivont Kalloh evit Kalloc’h, Brasoh evit Brasoc’h, Moh elec’h Moc’h, etc.

Gant ober eur gammed vihan, e vije nesaet skritur ar gwenedeg ouz hini K. L. T.

DAOUA an NN - ou. — Eur skouarn dano, boazet da glevet brezoneg, a ouio pegoulz daoua an NN ha pegoulz tremenn gant unan. Da skuer, PENN, TENN, GOURC’HEMENN ; mez STEREDEN, GWAGEN, rak lost ar giriou hir-ma a vez teodet bouzar, evel en allmaneg : STERED’N, GWAG’N, pouez ar gomz war an diveza silaben ’med unan.

DE ha DI. — Sius eo skriva Degemer elec’h Digemer, Degas elec’h Digas. Koulskoude, arabad eo en em bismigat re diwar benn an « orthograf ». Homan n’eo ket ar iez eo : eur wiskamant d’ezi n’eo ken. Ar Reolennou gramadegel, ar Griziennou, a zo eskern ha melkein eur iez.


————