nebeutoc’h dre ar parko hag ann hentjo, a vefe gwelloc’h kement-se ewit-hê hag ewit-hoc’h, me oar-vad.
Potred Breiz-Izel, a-benn nebeud a vloaveziou a vefet soudardet ; mar na ouzoc’h netra, na vefet bikenn nemet soudardet simpl. It d’ar skol, disket lenn ha skriva, ha neuze e c’halfet dont da vea kaporaled,
serjanted, hag hueloc’h, marteze. Muioc’h a c’honefet, ha nebeutoc’h a boan ho pezo. Disket lenn ha skriva, a lâran d’ehoc’h c’hoaz, hag un dez a vefet kuzulierienn munisipal, ha marteze mear en ho parrez : piou a oar ? Da vihana, a vefet tado a famill doujet, hag ann holl a
c’houlenno digant-heoc’h kuzul. D’ar re a oar lenn a vreman ez eo da rei skouer d’ar re all. D’ann abardae, goude labour ann de, hag ar suliou, er goanv dreist-holl, pa ve holl dud ann ti hag a weziou
amezeienn, dastumet en dro d’ann tan, lennet d’ezhe, a vouez huel, Almanak Breiz-Izel, hag an trajedienno koz a gaver da brena en Lanhuon hag en Montroulez, evel Santes Tryphina, Ar pevar Mab Emon, Santes Genovefa, ha re-all c’hoaz ; kanet iwe ar gwerziou hag ar soniou a wez-all, evel ar re nevez, hag evel-se a kavfet plijadur ha diskadurez, hep poan a-bed.
Na eûz ket a welloc’h embannou (annonces), dreist holl evit ann dud diwar ar meaz, eget a re a ve lakêt en un almanak ; ar re-ze a chom epad ar bloaz en ti, indann dorn pep hini, hag a ve kavet d’oc’htu, pa ve ezomm.
Ann dud ho defo c’hoant da lakâd embannou en Almanak Breiz-Izel evit ar bloaz 1873, a zo pedet da skriva, a-raok ann de kenta a viz Du 1873, d’ann otro Gadreau, imprimeur, streat ar Ramp, 55, en Brest.
Un embann a ur bazenn pen-da-benn a gousto pemp skoed (15 fr.)
Un embann a un hanter pazenn, — daou skoed eiz real (8 fr.)
Pedi a reomp ive ar Meariou, pe ann dud all a gavfe faziou (des erreurs) en hon Almanak diwarbenn ar foariou, ar marc’hajou pe un dra all bennag, da skriva d’imp (M. Gadreau, Imprimeur, rue de la Rampe, 55, à Brest), hag ar bloaz da zont a refomp welloc’h.
En timbr-post a vezo gallet paea ann embannou.