Mont d’an endalc’had

Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/89

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 87 —


KENAVO !


————


Kenavô, Mari, ma dousig,
Kenavô, me ’ia bremaïg
Duhont, indan ar mogero,
Da vervel, o tifenn ma bro.

A-bep-tu ’sôn ann trompillou
A-beb-tu ’tenn ar c’hanonou,
Rèd eo monet a galon vad,
Hag heb aoun, ’vel eur gwir Breizad.

Me iel’ gant ur galon laouenn,
Er renk kenta, huël ma fenn ;
Me gerzo ’vit difenn ma bro
Heb aoun a-bed euz ar maro !

Kimiad, kimiad ’wit ar bed-ma,
Lec’h na em welfomp ken brema ;
Ni em gavo en env, un de,
Gant holl soudarded vad ar fe.

Ar boulodo a-uz d'am fenn,
En er, a c’huitel o tremenn,
Holl ’ma en tan ar mogero,
A bep-tu ’welan re varo.

Setu, setu dez ann eured !
Mâ goad-me eo gwinn ruz ar pred,
Hag ar c’hlezron hag ar c’hanon,
El lec’h ar biniou, a zôn !

Deus ’ta, deus ’ta, ma c’halonig,
Ma tremenin war da vizig
Ar walenn a briedèles,
Kaeroc’h ’wit hini rouanes !

Kimiad c’hoaz, kimiad ’wit ar bed,
Bez sonj euz da soudard breped,
Marwet ’wit he vro hag he feiz
Evel peb bugel mad a Vreiz !