Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/86

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —


He mab a oa eno o selaou, glac’haret,
Ha d’al louzouerienn hen eûz neuze lâret :
— « Na ran-forz al louzou, gant ma vô ma mamm iac’h :
« Met, en hano Doue, gret prim, pa lâran d’hac’h ! » —

Met n’haljont dont a-benn nepred da em glewet
Diwarbenn al louzou, nag ive ar c’hlenved.
Hag ar mab a lâraz : « — It kuit gant ar gounnar !
« Me ’iac’hao ma mamm, c’hui hi lac’hfe, hep mar ! » —

Ha war gorf ien he vamm neuze a em strinkaz,
Ha d’he zreid, d’he daou-dorn ha d’he zremm a pokaz,
Hag a skuillaz daero euz a gwir garantez,
Hag a teuaz he vamm d’ar iec’hed, d’ar vuhez.

Klewet holl : — Ar vamm-se pehini ’zo klanv-fall,
Gant gouliou spontuz ez eo hor mamm Bro-C’hall :
Hag al louzouerienn ’zo klasket war he-zro,
Mar na garont diwall, hi c’hasfont d’ar maro !

Kenvroïz ker, kredet, ewit torri ankenn
Ha klenvejou ur vamm, ar gwella louzouenn
Eo karout anezhi. — Beomp ’ta unanet
Ewit karout hon bro, hag a vô c’hoaz salvet ! —


————


AR SOUDARD IAOUANK


————


Ton : chetu me digouet ma mignon.


— « Soudard iaouank, lavar d’in-me,
« Ker kalounek pelec’h ez-te ? »

— « Da em ganna, duhont, pell, pell,
« ’Wit Doue ha ’wit Breiz-Izel. »

— « Doue eta ra vinnigo,
« O soudard iaouank, da armo ! »

« — Soudard iaouank, lavar d’in-me,
« Ker kalounek pelec’h ez-te ? »

— « Da em ganna ewit ar gwir
« Hag ar bopl, gant ma c’hleze dir.