Mont d’an endalc’had

Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/74

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —

ur vourc’hizes pinvik, hag a tremene breman he holl amzer o wiska hag o tiwiska dillad newez, hag o em sellet er melezour, hag o c’hourc’hemen d’he mitizienn. Setu-hi eta evuruz evit ann dilost he buhez, a vennet, me oar-vad. Allas ! nann. Ur pennadig goude kement-man a oa inouet ha tristoc’h eget biskoaz. Un dez hec’h eaz da vale war ar meaz, war-dro, gwisket kaer meurbed. Pa zistroaz d’ar gêr, ez oa ruz he fenn ha drouk-kaer en-hi. — Petra a zo c’hoarveet ganheoc’h ? a c’houlennaz digant-hi he den.

— Petra ? A-walc’h a zo c’hoarveet ganen, me gred.

— Ha petra eta ?

— Hon amezek Iann hag he vroeg ho deûz ma zremenet en hent, hep ober van d’am gwelet !

— Ia, bez’ a zo tud savet fall, a lâraz Mizer, met petra a fell d’heoc’h ? N’hallan netra war-se : ha neuze, en gwirione, na dleer ar salut nemet d’ar roue ha d’ar rouanes.

— Ma ! ha perag na vefemp-ni ket ive roue ha rouanes ? Sotoc’h evidomp a zo ; mar karjes bea goulennet kement-se digant sant Pêr, me gret hen divije roet d’id…

Mizer a savaz he diou-skoaz, ha na lâraz netra. Ann noz-se, he vroeg na gouskaz takenn. Ann dewarlec’h ez oa war droad kerkent ha sav-heol, hag a rez d’he den sevel ive, hag a lâraz d’ehan :

— Rèd a vô d’id mont c’hoaz bete sant Pêr, ha goulenn digant-han ma vefomp roue ha rouanes.

Mizer, pa glewaz kement-se, hec’h eaz er-meaz ann ti, ha na zistroaz ket a-raok ann noz. Met noz ha de na glewe ken brema nemet ann hevelep sôn gant he vroeg, hag a ouele, hag a lâre ez oa maleürusa groeg a oa war ann douar, kement ha ker bihan ma lâraz ar potr-koz, evit kaout ar peuc’h :

— Ma ! tawet, groeg, warc’hoaz ez inn da gavoud sant Pêr.

Ann dewarlec’h ar beure a tishunvaz he vroeg anezhan, a-raok ma oa savet ann heol. Gwelet a ree mad penoz na dalvee ket d’ehan stourma ha digarea pelloc’h, hag a wiskaz he dillad d’ar sul, ha a pignaz arre er wezenn. Met gorrek hec’h ee, ar wez-man, ha hep kalon. Digwezoud a eure koulzgoude etal dor ar Barados, hag a skoaz : Dao ! dao !…

Sant Pêr a digorraz he zor, ha pa welaz Mizer :

— Te eo arre eta ? Petra a fell d’id c’hoaz ?

— Otro sant Pêr binniget, a lâraz ar potr-koz, bezit truez ouzin ha ma selaouit. Ma groeg eo ma digas ho kavoud ; koz eo iwe, siouas ! hag a teu da vea un tammig arabaduz (radotteuse) ; met ur