Mont d’an endalc’had

Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/64

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —


Darn a gav gwelloc’h planta ar betterabes gant ar pi, pe un ibill, e-lec’h ho hada d’oc’htu da chomm. Neuze a renker ober magerezed en liorzou dru ha goasket, en miz Meurs, pe abred en miz Ebrel. Evel-se ec’h haller kaout betterabes mad da bikad a-benn miz Even. Ho flanta a reer, dre dousder, war greiz ann irvi grêt evel ma ’z eo kelennet huelloc’h. Pa ve sec’hour braz, a renker gortoz ar glao, ha re-divezad, a weziou, evit kaout brouskoun mad. Ar betterabes plantet n’ho d-eûz, er bloaveziou sec’hour, a amzer a-walc’h evit ober ho c’hresk. Ouspenn, pa hader da chom, hoc’h eûz flouroc’h brouskoun, easoc’h da denna, da netaad, ha kalz teoc’h ha pounneroc’h.

En hon tiegezou na eûz ket, peurvia, a lojeiz a-walc’h evit miret kalz a vetterabes. Bernia a reomp anezho el leur, war un tors lann a c’huec’h pe seiz troatad ledander. Serra ha bihanad a reer ar bern, dre ma huella, en ur feson d’hen ober evel toënno ann tier. Goude a ve goloët gant ur guisk mad a blouz it-du, pe gant radenn sec’h, teo a-walc’h evit miret ar betterabes euz ar skorn. A hent-all, evit ho miret euz ar skorn, pa ve wall-c’hoanv. n’eûz nemet teuler teil-tomm war an daou du euz ar bern. Evel-se n’hon eûz bet morse a zrouk euz ar skorn.

Ar betterabes eo ar gwella brouskoun da em viret ; na vreignont ket, pa ve gallet ho miret euz ar skorn, ken a ve deut miz Maë pe miz Even. Mad int ive da boazad d’ar moc’h.


II.
Panes, karottes, kaol-irvinn, irvinn, kaol-saout.

Bez ez eûz tud ha na ouzont netra, hag a gred n’ho d-eûz ket ezomm da veza henchet ha kuzuliet war gounideges (culture) ann douar. Sul-vui ez int diwiziek, sul-vui e kredont ez int fur ha leun a wieges. Ar rum tud-se a zo rok (fier) hag a zalc’h huel ho fenn etouez ar re-all. Me lavar ez int henvel euz ar penno goullou en ur park segal. Ar penno goullou a em dalc’h sounn iwe, hag a-uz d’ar re a zoug greun. E dlefent goûd koulzgoude penoz pa ve neubeud a voued-loened, a ve neubeud a deil iwe ; ha pa ve neubeud a deil, a ve treut ann douar, treut ann eost, treut ar ialc’h, ha treut ann den iwe.

Ar betterabes eo ar founussa brouskon : ewit-gwir, ur vetterabezenn vad a zo ker founnuz ha pemp pe c’huec’h panezenn, ha gwelloc’h eo da vaga ar chatal eget na sonj ann dud, peurvia. Unan euz ar gwella betterabes, eo ann hini melen krenn, hanvet en Gallek : Globe-jaune.