defoa c’hoantêt ec’h ober, hag a oa rèd d’ezhe kavoud mad ar pez a gave mad ann Impalaër, pehini en defoa grêt ho henvel deputeed. Hag ann neubeud a deputeed na heuillent nemet mouez ho c’honsianz (ann deputeed vad ar re-se) hag a zo bet em savet eneb ann drouk oberou a welent, ar re-se a vije lâret diout he penoz na garent ket ho bro, beteg ann de ma ’z eo bet c’hoarveet holl ar pez ho defoa diouganet (predit), hag a renkaz hon arme distrei en Franz, goude pewar bloaz a boanio hag a dispigno kollet.
Hogen grêt a oa ann drouk : 750 million a oa bet dispignet hep frouez a-bed, hag un niver braz a Fransijenn a zo c’hoaz ho relego en douar ar Mexique, pell-pell euz ho bro ! Koulzgoude hon arme gaer a zistroaz en Franz, hag ar gouarnamant, pa eo gwir n’hen defoa ken brezel a-bed war he ziou-vrec’h, hen divije gallet neuze lakad he labour hag he spi da greski ha da wellaad e arme, ewit gallout stourm ha derc’hel penn d’ar Prusianed, rag ar re-man, goude beza trec’het war ann Autrichianed, a boanie euz ho gwella, hag en kuz, ewit ober ar brezel d’ar Franz. Ar gouarnamant na oa ket hep gouzoud kement-se, hag un otro hanvet ar baron Stofel, pehini a oa bet kaset da Verlin ewit gedal ha gwelet a dost doare ann traou er Prus, a skrivaz d’ann Impalaër un niver braz a lizero ewit lâret d’ezhan pegement ez oa bihan ha disket fall hon arme, en kever hini ar roue Prus. Ar general Trochu, un den honest, ur brezelour kalonek hag ur Breton mad, bars ul levr pehini a reaz er bloaz 1867 war arme ar Franz, a diskoueze iwe, sklêr, petra a oa da ober neuze ewit beza krenv hag hep aoun da welet hon amezeienn terrupl o koueza war-n-omp, pa sonjfemp ann neubeuta.
Hag a oe grêt petra neuze ? Ar gard mobil a oe savet, hogen war baper hep-ken : na oe grêt na exersis na netra. Pa ve deut de ar riskl, ar potr diwar ar meaz a dired kerkent ha ma ve galwet, gant he dillad abour, kalonek, ha prest da vale : Met allas ! na oar netra, hag ar c’hoz fuzul a ve roët d’ezhan a zo ur benvek ha na anvez ket ; hag ann hini na oar ket doare he venvek, na raïo bikenn nemet labour fall. — Piou hen kredfe ? Ar rujumantjo a lign a-vije bihannêt ann niver euz ho soudarded, d’ar c’houlz ma oa ar muia a ezomm d’ho brasaad. Ha perag se ! Me oar-vad ewit paea dispigno mezuz, pere a vije kuzet mad. Ewel-se iwe un darn vraz euz ann arme-se na oa nemet war ar paper, ha pa deuaz ar Plebiscit ken brudet, en miz Mae 1870, a oe gwelet mad dre voueziou ar soudarded, penoz ar Franz na defoa ken nemet tri c’hant mill soudard, el lec’h pemp pe c’houec’h kant mill !
Pa am euz lâret ur gir euz ar Plebiscit, a fell d’in lâret diwar he benn un dra bennag muioc’h c’hoaz. Ha na eo ket, kredet mad, ewit