Aman, du-hont, tïer ar besketerien, hadet e-touez ar gerreg, war ribl an trêz, ha, kuzet gant deliou eur bodad tilh, tïer ar valtouterien ha kazarn ar zoudarded.
War penn ar c’hra, maner an ôtrou kont Tremedern, maner Penn-ar-Run, kastell Brechou. An ôtrou hag an itron a rê eno o ziegez gant o daou vugel e-pad an hanv ; deut ar goanv ec’h ênt da gastell Tremedern, en koajou bras ar Jaou. Kastell Brechou ’ta a zave e dourell a-us gwe bras ar c’hoad tilh a c’holoe ar run, adalek an Trez-Gwenn betek mengleuiou Keraudren.
Dirakan war beg ar Palud, touzet evel eur penn katarek, ar vilin-avel, hag an ti gward, hag, a-rez ar mor, ar Fort gant e c’houec’h pez kanol. Brezel gant ar Zaozon, soudarded ’leiz ar c’hazarn, soudarded en-dro d’ar c’hanoliou.
Ha setu ganimp grêt tro ar bourk.
En porz ar bagou, diou c’hober hag eun toullad bagou pesketa : bras ha bihan, astennet int war an trêz, o c’hortoz ar mor da zont d’o zihuni. Ha dre-holl ar mor, ar mor a-wechou madelezus, karantezus evel eur bugelig, peurliesa rust ha dirollet.
Eno ’ta, en unan eus an tïer bihan-ze, harp ouz eur garreg, goloet e dôenn a drêz, trêz betek toull an nor, — e c’hanas Bilzig. It e-barz, va den mat, antreit, Bilzig ne deuio ket d’ho lakaat er-mêz : maro eo, ar paour kêz, pell, pell amzer ’zo. Va zad-koz (Doue d’e bardono !) a gontas d’in, eun devez ma oamp oc’h ober eur bale — tro ar Palud — penôs e dad d’ean a oa bet eur c’hamarad bras da Vilzig. Marvad e oa eun tammig eus hon c’herent, ha dre-ze, e di a zo koueet en hon danve.
— Azeet en ho koaze, setu eur skaon. Aman omp brao meurbed evit ober eur gôzeadenn, rak, herve, m’her gwelan, falveout a ra d’eoc’h klevet buhe Bilzig. Tanit ho korn, ha, goude, me a gonto anei d’eoc’h.