Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/74

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —

moc’h Per ar C’ham. Tiet ! Tiet, Pipi ! Petra ’vo grêt dioutan ? Eur goz kastolorenn doull a oa war ar bern teil.

— Stagomp anei d’ean ouz e lost ! eme Bilzig.

Bilzig a stagas, ha start, m’hen assur d’ec’h, gant eun tamm neud gouel, ar gastolorenn ouz lost Pipi… Kizidik c’hoaz, ar paour kêz lost, abaoe ma oa bet darbet d’ei bea bet friket gant boutez koad Jojo.

Hast gant Pipi da zilezel e graou ha da bellaat diouz ar ganfarted.

— Er-mêz, koz ki !… er-mêz !…

Eun tôl baz d’ean war e gein, er-mêz ! Eun tôl troad d’ean en e reor ha dindan skrijadennou ar bôtred… Houp ! eul lamm hag hen war an hent. Tennet a boan ! Evurus !… Met petra, petra ? Drign ! drign ! baon ! baon ! ar gastolorenn a lamm war e lerc’h, eus an eil men d’egile. Ha Pipi da redek. Houp ! houp ! met ar gastolorenn daonet, krog en e lost, ne zistage ket. Houp ! houp ! d’an daoulamm-ru hag ar vugale war e lerc’h o youc’hal. Ar vein a fron en-dro d’ean. Buan, buanoc’h c’hoaz !… Pipi diot-nay… Pelec’h ec’h a ?… Drign ! drign !

— Hu ! hu ! Pipi… a grie ar bôtred, Bilzig er penn kenta.

E deod, eun troatad er-mêz e c’hinou, e lost dinerzet a-rez an douar, Pipi ac’h ê, hag atao war e lerc’h ar gastolorenn. Kement ha ker bihan ken abarz an divez, ar paour kêz ki a goueas, kastolorenn hag all, en toull dor ar presbital. Eno ar garabasenn a gavas anean hanter-varo, d’an abardae a-rôk koan.

Pecherou a zo bet grêt da Bipi, ha gant ar garabasenn ha gant an ôtrou person. Paour kêz Pipi !… Goustadik, goustadik, ar gastolorenn a zo bet distaget : kignet ha dirusklet beg lost Pipi. Paour kêz Pipi !… Prederiet mat eo bet gant e vestr, ha, dreist-holl, gant e vestrez. Yac’haet ar pôtr, dionet [1] evit atao ? evit eur pennad da vihana da vont da giesa… Eur gentel vat ha talvoudek da Bipi rak n’eus diskamant gwelloc’h eget an hini

  1. Sevré.