« Ar c’hi, ar c’haz ha Jan Glaudadig a zavas en o zav. Kaer an amzer, plên an hent, eun dudi bale. War Lanndevrest, dirak Koat-Tronalc’h, eun danvad, eun troc’had maout-saoz korniek a oa o peuri. Trouz boutou Jan Glaudadig a spontas ar maout, sevel a eure e henn.
« — Debonjour d’it, maout ! eme Jan Glaudadig.
« — Bê ê ê hê !… da belec’h ec’h et-hu evel-se, pôtred ?… Darbet eo bet d’ec’h bea spontet ac’hanon… Petra ar foeltr a c’hoarve ganec’h ? Fonnus-ral ec’h et gant hoc’h hent.
« — Ni ac’h a, pôtr kêz, eme Job ar c’hi, evel-hen, war hon fouez,
Da foar, ar foar ar bichibonig… |
« Na padal ma klevas komz eus ar blei, bê ! bê ! ê ê, bisteod
eo deut ar maout da vea… Eur stotadennig an neus grêt, ha
pemp pe c’houec’h bilienn eus a-zindan e lost. Bê ê ê ê !…
« — Arabad eo d’it kaout aon, eme ar c’hi, ni a deuio a-benn eus ar blei.
« — Deus ganemp ! eme ar c’haz.
« — Deus, eme Jan Glaudadig, deus !
« Goneet ar maout gante. Hag en hent ar pevar belerin, reut gante o fenn, evel ar wazed p’o deve evet eur werennad mat a jigodenn. Hag e kôzeent, hag e prezegent, dever enne.
« — P’eo gwir, eme ar c’haz, penôs ar velfedenn a drec’has war ar blei, evelkent pôtred diskuiz eveldomp-ni n’o devo ket kalz a boan evit teuler eur c’habon evel hennez er-mêz e di.
« — Hê ! hê ! a rês ar maout.
« — Hron ! hron ! a rês ar c’hi.
« — Gwazed eveldomp-ni, eme Jan Glaudadig, krenv ha kalonek !
« Tremenet gante Tremel, Lann ar Manac’h, o pignal gra sounn Plounerin, hag int o welet, e-touez ar vein, ar brug hag