Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/46

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —

Haran ?… Ar re goz a lavar penôs an Dukez Anna a zo eno koachet dindan « gazul gè », hag an hini he zizoloio hag he tenno ac’hane, a deuio d’ar gêr pinvidik-mor. Herve Yann a zo krenv, met, herve m’am eus klevet, n’an eo ket bet krenv a-walc’h, n’an eo ket bet evit dougen an Dukez nag evit ganti sevel pazennou ar feunteun.

— Da biou an tenzor ? eme Jarlig. En yalc’h piou e koueo ?…

— C’houi n’oc’h ket bet betek feunteun Sant-Haran, Jarlig koz ?… N’oc’h ket bet o c’hervel an Dukez ?

— Nann, va fôtr, nann ! Ne oan ket marvad krenv a-walc’h.

— Lavaret a rêr ive penôs e ver spontet entre ar chapel hag ar feunteun.

— Eno, el lec’h all, spontet e ver dre-holl gant an Teuskou-noz, ar wrac’hed, ar gornandoned, ha karigell an Ankou. Met n’eo ket bet roet d’an holl dud o gwelet pe o c’hlevet. Ar galloud-ze n’an eo het roet — eur Ro Doue marvad — nemet d’ar gaezed pe d’an dud bajanek, d’an dud diweat.

— Ah bah ! eme Bilzig souezet.

— Selaou ’ta, pôtr, selaou, ha serr da c’hinou.

— « Ar Manac’h an neus kontet d’in, d’in va-unan, ya, ha meur a wech, eme Sentig ar Glas, penôs e oa bet spontet war Mezou-Boc’h, o tont d’ar gêr, noz anei, e-tro nao ha dek eur, d’ar c’houlz ma oa oc’h ober al lez da verc’h miliner Menguy. Noz tenval pell a oa, pa ’n em gavas en kreiz ar Mezou. Hag hen o klevet eur youc’hadenn. N’oa ket spontik, c’houi a oar, ar Manac’h d’ar c’houlz-ze, yaouank a oa ha n’an nevoa ket aon rag e skeud. Hag hen da respont : Ho ! ho ! hooop !… N’oa ket gantan peurechu e hopadenn, an hoper en e gichen. Salver Jezuz ! Santez-Anna-Wened ! Piou ne vije ket bet spontet ? Ha kaer an nevoa sellet en-dro d’ean, den ne wele ; ne wele nemet skeudenn hirr-hirr an hoper. Bale, kerzet a rê ar Manac’h, ha buan, m’en assur d’eoc’h, an Teusk en e gichen. Hag hen da redek, an hoper atao war e zeuliou. Ha trouz ne gleve. Ar galon an nevoa bet da zevel e zaoulagad, ha, dirakan, euzus, euzus eun den — n’oa ket eun den evel just — e benn gantan hanter guzet