Hag evel-se beteg an hini diwean.
— Pelec’h aet al logodennig eus an toull-man ?
— En toull ar bern plouz.
— Pelec’h aet ar bern plouz ?
— Devet gant an tan.
— Pelec’h aet an tan ?
— Lac’het gant an dour.
— Pelec’h aet an dour ?
— Evet gant an ejenned.
— Pelec’h aet an ejenned ?
— Da glask peb a vaz skô da ganna gwreg ar gô ! gwreg ar gô !
Ha pep-hini da skei war daouarn an eil egile. Ha skrijadeg, c’hoarzadeg !
Hag evel-se a dremene an amzer pa vije divalo, keit ha ma vije Izabel o werza he boutegad kregen.
Pa vije brao ? Ac’han ! pa vije brao ?… Salver Jezuz binniget ! Al laboused aet da nij, ankouaet gourc’hemennou ar vamm, ankouaet he urzou ; an heol, an trêz, ar mor, ar bagou, ar c’hoariou ha me oar pegement a draou all a entize, a heskine o c’hoant. Fall a rênt, arabad eo lavaret nann. Siouaz ! Otrou Doue, hon zikourit, miret na ’c’h afemp hon-unan da goll war-lerc’h ar mennoziou goullo, ar pedennou didal am eump bet dibunet dirak ho furnez !
War ledander ar bed, en donder an nenvou, na kavet hoc’h eus-hu eur galloud nerzus a-walc’h evit trec’hi war ar c’hoant ? Krenv eo ar garante, a lavarer, ken krenv hag ar maro ! Ha pegen muioc’h hon holl zechou all !... Klevit anê, mad pe fall, en-dro d’ho kalon, o kana, o richana, o klemm, o c’hourdrouz, o c’hourc’hemenn pe o pedi. Enebi a rit-hu oute ? Trec’het hoc’h eus-hu war darn anê ?… Selaouit, ha na glevit-hu ket eur vouezig flour a kana he c’hanaouennig ? Dinerza a ra ho kalon hag ho spered, ha setu c’houi goneet, goustadik, goustadik e c’hed,