ti, gwalc’het an dilhad, puret an anne, dreset ar brageier, al lêreier, an hivizou, ar rochedou, neuze e vije gwalc’het o dioujod, o daouarn, kribet o bleo d’ar vugale ; hag evel-se an ti hag ar vugale a vije kempennet pa chome ar vamm er gêr.
Pa vije divalo an amzer, c’hoant n’o doa ket ar vugale da vont da redek. Bilzig, aketus da zelc’her dever enne, a gane d’ê, a c’hoarie gante ; pecherou [1] a rê da Gatellig evit he delc’her sioul ha seder. Tapout a rê troad klei ar bôtrez hag e c’harlinke d’ei seul he zroad :
— Heman eo ar pradig e-lec’h m’an nevoa peuret ar c’hadig !
Entre e viz-meud hag e viz-yod e save biz-meud troad Katellig, ha deus an eil d’egile :
Heman hen gwelas, |
Ha, pa errue gant ar biz-bihan :
Heman eo ar bizig bihan bihan bihan kamm |
Hag e c’harlinke d’ei seul he zroad, ha Katellig a c’hoarze, a c’hoarze ken a reude, hag ar re all evelti.
— Gra d’eomp breman eur c’hoari all ! a lavare Madelen.
Alïes e teue bugale an amezeien da c’hoari gante, ha pep-hini a roe e ali.
— Bia bia bia la !
— Nann ! nann !… ar galafeterenn !
— Al logodennig ! a lavare unan all.
- ↑ Pecherou, caresses.