Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/181

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 181 —

dirag ar Varikita. Bilzig a lammas dioutan, tapout a eure e zac’h dilhad, diskennet anean e toull a-rôk.

Ha gant e vamm, gant Madelen ec’h ês da ober eur bale e kêr. Diskoueet an neus ar staliou d’e c’hoar ; prenet an neus d’ei eur mouchouer-goug ha d’e vamm eur chapeled, d’ar re vihan peb a c’hoariell.

Ar c’harr a zo adarre e-kichen al lestr.

— Kenavo, mamm Izabel !… Kenavo, Madelen !… Eur pokig da Yannig ha da Gatellig !…

Start an neus briatet e vamm Izabel.

— Kenavo, mamm Izabel !

Huo ! huo !… Ar marc’h gant e hent.

— Kenavo !…

Pegouls breman e vo an distro ?


————