paour kêz kabiten, brevet e izili, ne oa ket evit serri e zaoulagad. N’an nevoa grêt nemet klemm e-pad an noz ; alter an nevoa bet ive.
Pa deuas an de, e c’houlennas pelec’h e oa e vartolod.
— Aman, kabiten, en ho kichen.
— Digaset ec’h eus ganit an arc’hant ?
— Ya, kabiten… dindan ho plueg eman.
— Mad, pôtr.
Digaset eo bet d’ê gant ar besketerien o dilhad hag an traouigou o deus kavet e-barz ar Vran.
An derzienn a goueas war ar c’habiten : ar boan izili hag ar yenienn an nevoa tapet a greskas e glenved. Bemnoz an alter a lakae e wad da vervi.
An ôtrou person a deuas d’e welet.
— Gwell glanv eo ar c’habiten, emean. ’M eus aon, poan an nevo d’en em denna alese.
Pa deuas ennan e-unan, an ôtrou person a lavaras d’ean an doare.
— D’eur martolod eveldoc’h-hu, emean, e c’haller lavaret ar wirione.
Blankaat a rê buan ha buan, hag an derzienn nag an alter ne dremenent ket. Kovesaet eo bet, ha nouet ar c’hlanvour.
Glaoda a c’houlennas digant ar beleg digas gantan tra da skriva ar pez an nevoa da lavaret d’ean : pôtr yaouank koz viret a oa Glaoda.
C’houec’h devez goude punse ar Vran e varvas he c’habiten. Bilzig atao a chomas gant e gabiten, e-pad ma eo bet en buhe. ha war e arched an neus taolet ar c’henta dour binniget.
— Mat eo bet em c’henver. Doue da bardono e anaon !…
Hag e-unanik goude an interamant e teuas d’an osteleri hag eno e ouelas, e ouelas gwalc’h e galon.
War-dro an abardae, an ôtrou person a deuas d’e gaout :
— Ho kabiten, va fôtr, a garie ac’hanoc’h a-greiz e galon : roet an neus d’ec’h e holl peadra. Setu ar paper. Tri c’hant skoed a zo er yalc’h-ma : peb a gant da wrage an daou vartolod, kant